![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/79/Pepemujica2.jpg/640px-Pepemujica2.jpg&w=640&q=50)
José Mujica
From Wikipedia, the free encyclopedia
José Alberto Mujica Cordano (ganet e Montevideo d'an 20 a viz Mae 1935) zo ur politikour eus Uruguay. Lesanvet eo "Pepe Mujica"pe "el Pepe". Prezidant e vro eo bet etre ar 1añ a viz Meurzh 2010 hag ar 1añ a viz Meurzh 2015.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/79/Pepemujica2.jpg/640px-Pepemujica2.jpg)
Labourer-douar e oa eus e vicher, a-raok bezañ dilennet da gannad ha mont da vinistr al labour-douar (2005-2008). Pa oa yaouank e oa bet o stourm el luskad armet Tupamaros. Dont a reas da vezañ unan eus stourmerien anavezetañ an emsav-se da vare an diktatouriezh (1972-1985).