Joan Miró
From Wikipedia, the free encyclopedia
Joan Miró pe Joan Miró i Ferrà a zo ul livour, kizeller, priour hag engraver katalanat bet ganet e Barcelona d'an 20 a viz Ebrel 1893 hag aet da Anaon e Palma e Mallorca d'ar 25 a viz Kerzu 1983. Unan eus pouezusañ ezel an emsav dreistrealour eo bet.
En e oberennoù e weler e oa dedennet gant isemouez, ar "spered bugelel" hag e vro. Er penn kentañ e voe levezonet gant ar gubouriezh, ar faovouriezh hag an ekspresionouriezh. Goude e livas en un doare plaenoc'h gant un tu eeunek. An daolenn anvet La masia bet livet etre 1920 ha 1922 a zo e-touez ar re anavezetañ eus ar mare-se.
Pa 'z eas da Bariz e teuas e oberennoù da vezañ muioc'h hunvreel. Klotañ a rae gant pennaennoù an emsav dreistrealour. Emezelañ a reas ennañ. E meur a skrid er bloavezhioù 1930 e tiskouez Miró e c'hoant da zilezel an doareoù kent da livañ. Ne felle dezhañ sentiñ ouzh lezenn ebet nag ouzh re an genedelezh nag ouzh re an dreistrealouriezh.
Krouet e voe e en e enor « Fundació Joan-Miró » e Barcelona e 1975. Ur greizenn a sevenadurel gouestlet d'an arz a-vremañ eo. Kavout a reer eno kalz oberennoù bet profet gant an arzour. Kavout a reer oberennoù gant Miró e lec'hioù all evel Fundació Pilar ha Joan Miró de Palma a Vallorca, Mirdi broadel an arz a-vremañ e Pariz, Kreizenn Georges Pompidou e Pariz, mirdi arz modern Lille ha Museum of Modern Art New York, mirdi Guggenheim New York, Tate Modern Gallery Londrez ha Moderna Museet Stockholm