![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/44/Julie_Volpeli%25C3%25A8re_%2528d%2527apr%25C3%25A8s_G%25C3%25A9rard%2529_-_Le_mar%25C3%25A9chal_Lannes_%25281769-1809%2529%252C_1834.jpg/640px-Julie_Volpeli%25C3%25A8re_%2528d%2527apr%25C3%25A8s_G%25C3%25A9rard%2529_-_Le_mar%25C3%25A9chal_Lannes_%25281769-1809%2529%252C_1834.jpg&w=640&q=50)
Jean Lannes
From Wikipedia, the free encyclopedia
Jean Lannes, kentañ dug Montebello, ganet d'an 10 a viz Ebrel 1769 e Lectoure (Okitania) ha marvet d'an 31 a viz Mae 1809 war an enezenn Lobau, en Aostria, goude bout gloazet en emgann Essling, a oa ur jeneral gall eus an Dispac'h hag an Impalaeriezh a-raok bout lakaet da Varichal an Impalaeriezh e 1804. Beziet e voe er Pantheon e 1810.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/44/Julie_Volpeli%C3%A8re_%28d%27apr%C3%A8s_G%C3%A9rard%29_-_Le_mar%C3%A9chal_Lannes_%281769-1809%29%2C_1834.jpg/640px-Julie_Volpeli%C3%A8re_%28d%27apr%C3%A8s_G%C3%A9rard%29_-_Le_mar%C3%A9chal_Lannes_%281769-1809%29%2C_1834.jpg)
Engouestlet e 1792, e stourmas e Brezel Rousilhon hag e-touez lu Italia evel jeneral Brigadenn, e-lec'h ma voe merzet gant Bonaparte en Emgann Pont Arcole. Diwezhatoc'h e kemeras perzh e brezeladenn Egipt a-raok bout lakaet da jeneral rannarme.
E-pad brezeliadenn Italia (1799-1800) e renas rakward al lu gall. Un trec'h bras a zeuas gantañ en emgann Montebello d'an 9 a viz Mezheven 1800. E spered hag e varregezh stourm a voe kadarnaet e-kerzh emgann Marengo pemp devezh goude. Maodiern hollc'halloudek e teuas da vout e Portugal. E 1804, e voe anvet marichal an Impalaeriezh gant Napoleon hag ar pempvet korf eus lu aodoù ar C'heinvor a voe renet gantañ.
E 1809 e kemeras perzh en eil brezeladenn Aostria, pa voe kemeret Vienna adarre gant ar C'hallaoued. Hogen d'an 22 a viz Mae 1809, e-pad emgann Essling, e tapas Lannes ur boled-kanon tri lur a bouez ouzh e zivc'har. Hag en desped da labour ar vedisined e varvas d'an 31 a viz Mae 1809 da 40 vloaz.