![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/80/SS-joule.jpg/640px-SS-joule.jpg&w=640&q=50)
James Prescott Joule
From Wikipedia, the free encyclopedia
James Prescott Joule (24 a viz Kerzu 1818 e Salford - 11 a viz Here 1889) a oa ur fizikour saoz. Brudet eo evit bezañ studiet natur ar wrez hag he darempredoù gant al labour mekanik. E orin teorienn mirerezh an energiezh e voe e labour. Eus e anv e teu hini an joul, an unanenn a vuzuilh an energiezh. Labouret en deus gant Lord Kelvin evit dasparzhañ skeul an temperadur hag evit studiañ ar «magnetostriction », hag e 1850 eo bet anvet ezel eus ar Royal Society.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/80/SS-joule.jpg/640px-SS-joule.jpg)