![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2d/James_Connolly2.jpg/640px-James_Connolly2.jpg&w=640&q=50)
James Connolly
From Wikipedia, the free encyclopedia
James Connolly (en iwerzhoneg: Séamas Ó Conghaile), ganet e Dinedin (Bro-Skos) d'ar 5 a viz Mezheven 1868 ha fuzuilhet gant ar Saozon e Dulenn d'an 12 a viz Mae 1916, a oa ur republikan iwerzhonat hag ur penn sokialour hag a bledas gant ar sindikalouriezh. Ganet e oa en ur ghetto iwerzhonat e Dinedin, ha kuitaat a reas ar skol d'an oad a 11 vloaz evit mont da labourat. Dont a reas da vezañ unan eus damkanourien ar varksouriezh. Kemer a reas perzh en Emsavadeg Pask 1916 e Dulenn. Tapet e voe ha fuzuilhet gant ar Saozon.
Gant ar ger James Connolly e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit James Connolly (disheñvelout).
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2d/James_Connolly2.jpg/640px-James_Connolly2.jpg)