From Wikipedia, the free encyclopedia
Ivan Franko (en ukraineg : Іван Франко) (ganet d'ar 27 a viz Eost 1856 e Nahuievychi/Nahujowice, en Impalaeriezh Aostria-Hungaria d'an ampoent, ha marvet e Lviv d'an 28 a viz Mae 1916) a oa ur skrivagner, barzh, kazetenner, troer ha skridvarner eus Ukraina.
Bez' e voe ivez unan eus saverien an emsav sokialour ha broadelour e kornaoueg Ukraina, e Galitsia, al lodenn eus ar vro a oa e dalc'h Impalaeriezh Aostria-Hungaria. Ouzhpenn an oberennoù savet gantañ (barzhonegoù, danevelloù, romantoù, pezhioù-c'hoari) e troas skridoù diwar meur a yezh : oberennoù gant William Shakespeare, George Byron, Pedro Calderón de la Barca, Dante Alighieri, Victor Hugo, Adam Mickiewicz, Johann Wolfgang von Goethe ha Friedrich Schiller a voe lakaet en ukraineg gantañ. Evel Taras Shevchenko e voe unan eus an dud o devoe ul levezon vras war al lennegezh hag ar politikerezh en Ukraina en XIXvet kantved.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.