From Wikipedia, the free encyclopedia
An ekologiezh eo ar skiant a vez studiet ganti an darempredoù etre ar boudoù bev hag o endro. Krouet eo bet ar ger Ekologiezh diwar oikos, pezh a dalvez "ti, annez" e gresianeg, ha gant logos (skiant). Savet eo bet ar ger gant Ernst Haeckel e 1886, anezhañ ur bevoniour alaman a-du gant darwin. E-barzh e levr "Morfologiezh hollek an organegoù" e termene ar ger evel-henn :
Alies e vez sellet ouzh an ekologiezh evel ur c'heñver tric'hognek etre hiniennoù ur spesad, obererezh urzhiet ar spesad-mañ, hag an endro el lec'h ma vez kaset an obererezh-se da benn. An endro zo war un dro kenderc'h ha stuz an obererezh-mañ.
An ekologiezh a c’hall bezañ un ideologiezh politikel ivez. Mont da welet ar pennad ekologiezh politikel evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar c’hraf-se.
Ar pezh a c’haller envel ar preder ekologour zo anezhañ abaoe ur prantad hiroc’h ha pennaennoù diazez an ekologiezh a oa diorroet tamm-ha-tamm,en un doare stag ouzh diorroadur danvezioù all ar vevoniezh. Unan deus ar c’hentañ ekologourien zo bet Aristotelez, marteze, pe unan eus e ziskibled evel Teofrastos o deus studiet o-daou kals spesadoù anevaled. Kerkent hag ar Ive kantved kent J.-K. e teskrivas an darempredoù etre al loened hag ivez etre al loened hag o endro.
Kalz naturalisted o deus kemeret an hent-mañ, da skouer Buffon pe Linneus. O labourioù a c'hell bezañ gwelet mui-pe-vui evel ragistor an ekologiezh vodern.
E-kerzh an Patrom:XVIII kantved hag e penn kentañ an XIXvet kantved zo bet graet a-berzh Bro-C'hall, Alamagn, ha broioù all mistri war ar mor, kalz beajoù evit ergerzhiñ ar bed en e bezh, reiñ lusk d'ar c'henwerzh-mor gant broioù all, kavout danvezioù naturel all, hag ober ur renabl eus an holl draoù-se. E penn kentañ an XVIIIvet kantved e oa anavezet tost da 20 000 gouenn plant, ha 40 000 e fin an XIXvet kantved, hag hogos 400 000 bremañ. Kemer a rae kalz skiantourien perzh er beajoù ergerzh-se, louzawourien dreist-holl, hag en o-zouesk an ergerzher alaman Alexander von Humboldt. Sellet e vez eus outañ evel gwir diaraoger an ekologiezh. Hemañ eo an hini kentañ en deus en em roet da studiañ al liammoù etre an endro hag ar boudoù bev. Lakaet en deus anat al liamm a zo etre gouennoù plant evezhiet hag an hinoù, deskrivañ a reas kelc'hiadoù strud gant al lec'hed hag an uhelez, ar pezh a vo anvet douaroniezh ar plant diwezhatoc'h.
E 1804 da skouer ez eus bet degaset gantañ ur bern gouennoù plant eus broioù a bep seurt; klasket en deus displegañ an doare ma’z eo ingalet ar plant o kemer harp war fedoù an douarouriezh. Un oberenn vrudet eo l'essai sur la géographie des plantes (1805).
Louzaourien all a zo bet pouezus-tre, da skouer Aimé Bonplant, pe c'hoazh Eugénius Warming.
E-tro 1850, eo bet embannet gant Charles Darwin e oberenn diwar-benn Orin ar spesadoù. Adalek neuze e tilezer tamm-ha-tamm meizadenn ar spesadoù evel traoù diflach evit sellet oute evel traoù emdroüs.
Wallace, a-heligentañ gant Darwin ha kempred gantañ, a zo bet an hini kentañ o kinnig un "douaroniezh" eus ar spesadoù loened. Obererien zo, d'ar mare-se, o deus spurmantet n'eo ket distag ar spesadoù où an eil eus egile, hag o deus strollet anezho e rummadoù spesadoù plant ha rummadoù spesadoù anevaled ; diwezhatoc'h ez eus bet dizoloet e c'haller strollañ anezho ivez e kumuniezhoù boudoù bev (biokoinosoù). Ijinet e oa ar gomz-mañ e 1877 gant Karl Möbius.
Da vare an XIXvet kantved ez eus bet implijet ar ouiziegezh bet dastumet er gimiezh gant Lavoisier ha de Saussure e-ser studiañ kelc’hiad an nitrogen.
Goude bezañ gwelet ne c'hall ar vuhez diorren nemet etre bevennoù strizh an tri c'hombod a zo an atmosferenn, an hidrosferenn hag al litosferenn, ar geologour aostrian Eduard Suess en deus kinniget, e 1875, meiziad ar [biosferenn|viosferenn]]. Suess a ginnig ma vefe roet an anv biosferenn d'ar c’holoennad buhez-mañ, na gaver betek-henn nemet war gorre an Douar hec'h-hunan, enni ar plant, al loened, ar maenegoù, kelc’hiad ar materi, ha kement zo c'hoazh.
Er bloavezhioù 1920, ar geologour rusian Vladimir Ivanovich Vernadsky, a resisa meiziad ar viosferenn en e oberenn Ar Viosferenn (1926) ha taolenniñ pennaennoù diazez ar c’helc’hiadoù biogeokimiek bras. Termeniñ a ra en-dro ar viosferenn evel hollad a écosystèmes. A-du arall, ar freuzadennoù ekologel kentañ zo bet gwelet adalek an XVIIIvet kantved. An trevadennoù stank-oc’h-stank o deus digoadet takadoù zo forzh pegement. Kerkent hag an XIXvet kantved, da vare an dispac’h greantel, e tiwanas douetañs e-keñver efed obererezh Mab-Den war an endro. Diwan a reas ar ger ekologour e diwezh an XIXvet kantved.
Lakaet e vez kemm etre peder skiant ekologel :
An ekofiziologiezh : Studiet vez ganti an darempredoù etre ur patrom ispisial ha faktorioù e endro.
An demoekologiezh (ekologiezh ar poblañsoù): Studiet e vez ganti an darempredoù etre an dud hag o endro.
Ar sinekologiezh : Studiet e vez ganti an darempredoù etre ur gumuniezh, enni tud pe loened difer, hag o endro.
An ekologiezh hollek : Savet eo bet ar skiant-mañ ugent vloaz zo nemetken. Klask a reer ganti studiañ an ekologiezh evit traoù bras-meurbet (ekosferenn pe biosferenn).
ISBN-13 : 978-2-922668-80-3
Rummad Ekologiezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an ekologiezh. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.