![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b6/Zonaro_GatesofConst.jpg/640px-Zonaro_GatesofConst.jpg&w=640&q=50)
Istor Turkia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Istor Turkia (Turkeg: Türkiye tarihi)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b6/Zonaro_GatesofConst.jpg/640px-Zonaro_GatesofConst.jpg)
Evit mareadoù kent d'ar republik, sell ouzh: Azia-Vihanañ, Hittited, Troia, Lidia, Frijia, Karia, Kilikia, Pergam, Rouantelezh ar Pontos, Galated, Impalaeriezh roman ar Reter, Impalaeriezh otoman
Republik Turkia a zo bet staliet d'an 29 a viz Here 1923 war lodenn greiz an Impalaeriezh otoman a oa bet trec'het er Brezel-bed kentañ ha kollet meur a diriad ganti. Orin Turkia, e-keñver he yezh hag he relijion vuzulman, a vez gwelet adalek donedigezh an Durked e Anatolia an XIvet kantved. Ur bobl war varc'h renet gant ar Seljoukourien, anv o friñsed, e oa. Rummad-roueed an Otomaned a renas anezho e diwezh an XIIIvet kantved hag e kreskjont an impalaeriezh otoman diwar goust hini Kêrgustentin e 1453.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/dd/M%C3%BC%C5%9Fir_Gazi_Mustafa_Kemal_Pa%C5%9Fa%2C_Bal%C4%B1kesir%2C_1923.png/320px-M%C3%BC%C5%9Fir_Gazi_Mustafa_Kemal_Pa%C5%9Fa%2C_Bal%C4%B1kesir%2C_1923.png)
E 1929 e krogas Mustafa Kemal Atatürk gant brezel an Dizalc'h betek embann ar republik e 1923. Republik Turkia a zo he sistem politikel hini ur republik demokratel, laik ha bonreizhel hag a zo bet staliet e 1923. Ur milour ha penn al luskad politikel, an Durked yaouank, e oa Mustafa Kemal (lesanvet Ataturk) gant ur mennozh sklaer: modernaat e vro ha lakaat anezhi da vezañ kevatal d'ar broioù diorroet a wele en Europa.