Irish Republican Army
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Irish Republican Army (Lu Republikan Iwerzhon) pe Óglaigh na hÉireann en iwerzhoneg, a-wechoù anvet Old IRA (IRA kozh), a zo un anv implijet gant kalz a gevredigezhioù stourm milourel disheñvel en Iwerzhon. An IRA a oa ur gevredigezh dispac'hel milourel adaozet gant izili eus an Irish Volunteers e 1919 gant an Dáil Éireann evel arme ofisiel republik Iwerzhon. Krouet eo bet an arme en un doare arouezel e-pad emsavadeg Pask e 1916. Memes voe kenaozet evit gwir nemet diwezhatoc'h gant an Dáil. En iwerzhoneg ez eo anvet Óglaigh na hÉireann.
Deiziad krouiñ | 1917 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Óglaigh na hÉireann, Irish Republican Army |
Deskrivet en URL | https://cain.ulster.ac.uk/othelem/organ/iorgan.htm |
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Petra bennak ma'z eo bet adkemeret an anv gant un niver bras a gevredigezhioù milourel, ne vez ket anzavet ar memes statud eget hini en oa e-pad ar bloavezhioù 20 en Iwerzhon. Goude sinadeg ar feur-emglev etre Republik Iwerzhon hag ar Rouantelezh-Unanet e 1921, an izili eus an IRA hag a oa a-du gant ar feur-skrid en em ouestlas e-barzh an arme broadel, an National Army, nevez krouet gant Michael Collins, penn an IRA.
Darn izili an IRA a oa enebet d'an emglev. An IRA enep feur-emglev a oa bet o emsevel a-enep lu ar Stad nevez savet ar Free State Army. Ur brezel diabarzh e voe neuze etre 1922 ha 1923, ar pal a oa evit an IRA da grouiñ ur republik iwerzhonat gant tiriad an enezenn a-bezh ha dieub ouzh Bro-Saoz. Kollet e oa bet ar brezel diabarzh gant ar re enep feur-emglev. En desped da-se ar strollad a oa chomet bev met kuzh o soñjal un deiz da ziskar gouarnamant Republik Iwerzhon kement hag hini Norzhiwerzhon o vont betek penn gant Disklêriadur ar Republik e 1916.