Inizi Crozet
kumun Bro-C'hall / From Wikipedia, the free encyclopedia
Inizi Crozet zo un enezeg e Meurvor Indez, perc'hennet gant Bro-C'hall. Bez' ez int unan eus pemp distrig Tiriad Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs. Dizoloet e oant bet er bloaz 1772 gant Nicolas Thomas Marion-Dufresne. E eilkabiten, Julien Crozet, ur Breton ganet e Porzh-Loeiz, eo a zouaras evit kemer an inizi en anv roue Bro-C'hall, setu perak e voe anvet Enez ar Berc'hennidigezh (Île de la Possession) an enez-se. James Cook eo a roas diwezhatoc'h an anv "Crozet" d'an inizi-se.
Pemp enezenn zo:
Muioc'h a ditouroù Enezenn pe stroll, Gorread (km²) ...
Enezenn pe stroll | Gorread (km²) | Lec'h uhelañ (m) | Kenurzhiennoù |
---|---|---|---|
Stroll ar c'hornôg | |||
Enez ar Moc'h | 67 | Mont Richard-Foy (770) | 46°06′S 50°14′R |
Enez ar Pengouined | 3 | Mont des Manchots (340) | 46°27′S 50°23′R |
Inizigoù an Ebestel (1) | 2 | Mont Pierre (289) | 45°58′S 50°27′R |
Stroll ar reter | |||
Enez ar Berc'hennidigezh | 150 | Pic du Mascarin (934) | 46°24′S 51°46′R |
Enez ar Reter | 130 | Mont Marion-Dufresne (1 050) | 46°26′S 52°18′R |
Inizi Crozet | 352 | Mont Marion-Dufresne (1 050) | 45°57' da 46°29'S 50°10' da 52°19'E |
Serriñ
(1) Stroll div enezenn (Grande Île ha Petite Île) hag 20 karreg bennak.