Inizi Árainn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Inizi Árainn (hervez an anv iwerzhonek Árainn, Oileáin Árann[1]) pe inizi Aran (hervez an anv saoznek Aran Islands) zo inizi war aod kornôg Iwerzhon.
- Arabat kemmeskañ an inizi-se gant Árainn Mhór e kontelezh Dún na nGall, pe gant Eilean Arainn, un enezenn eus Bro-Skos.
Teir enezenn zo dreist-holl, e Bae Gaillimh. An hini vrasañ eo Árainn (Mhór) pe Inis Mór (Inishmore e saozneg), er c'hornôg[2]. An enez kreiz eo Inis Meáin (Inishmaan), hag an hini vihanañ, er reter, eo Inis Oírr (Inisheer).
Mont a c’haller d’an inizi adalek an douar-bras gant bigi a loc’h diouzh porzh Ros a' Mhíl, e kontelezh Gaillimh, porzh Gaillimh e-unan, pe porzh Dúlainn e kontelezh An Clár, pe gant kirri-nij a zibrad en Indreabhán, e-kichen An Spidéal. Etre an enezeg hag Indreabhán, al lec'h tostañ war an douar-bras ez eus 12 km, hag etre Inis Oírr ha Dúlainn ez eus 15 km.
A-gozh eo tudet an inizi, ha pa vefe kalet ar vuhez enno. E lec’hiennoù evel kreñvlec’h Dún Aonghasa ez eus bet kavet traezennoù eus Oadvezh an Arem hag Oadvezh an Houarn. Kerkent hag ar VIvet kantved e oa an enezeg unan eus lec’hioù kreñv ar gristeniezh en Iwerzhon, gant sant Éanna (marv war-dro 530) o tiazezañ e vanati eno, pe c'hoazh sent Rónán, Ciarán ha Caomhán.
Er Gaeltacht emañ inizi Árainn. Unan eus lec’hioù kadarnañ an iwerzhoneg int chomet betek-henn, dre ma’z int rannet diouzh an douar-bras ha ma vez diaes an darempred dre vor gant an inizi e-pad ar goañv. Betek fin an XXvet kantved e oa iwerzhonegerien unyezhek eus tud koshañ an enezeg. Ha dont a ra tud e-leizh da zeskiñ pe da beurzeskiñ ar yezh en inizi, e-pad an hañv dreist-holl. Touristed all a zeu a-fonn ivez, da sellet ouzh an tornaodoù serzh pe ouzh al lec'hiennoù ragistorel savet gant mein.