![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b1/Across_to_Malin_-_geograph.org.uk_-_1012876.jpg/640px-Across_to_Malin_-_geograph.org.uk_-_1012876.jpg&w=640&q=50)
Inis Trá Tholl
From Wikipedia, the free encyclopedia
Inis Trá Tholl (Inishtrahull e saozneg) zo un enezenn eus Iwerzhon, e kontelezh Dún na nGall, dirak Cionn Mhálanna. Al lodenn norshañ eus Iwerzhon eo, ma lakaer a-gostez karreg Rocabarraigh hag a zo pelloc'h c'hoazh en donvor.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b1/Across_to_Malin_-_geograph.org.uk_-_1012876.jpg/320px-Across_to_Malin_-_geograph.org.uk_-_1012876.jpg)
War-hed 10 kilometr emañ diouzh an douar-bras. En em astenn a ra war 34 hektar : 1,3 km a-hed, a reter da gornôg, ha 480 metr a-led. Tapout a ra betek 41 metr a uhelder en he foent uhelañ. En tu kornôg dezhi ez eus un tour-tan 23 metr uhelder, ma oa gwarded betek 1989. Bremañ ez eo didud an enezenn, met betek 1929 e oa tud o vevañ enni. Er bloavezh-se e oant bet kaset holl d'an douar-bras.