enezenn en Iwerzhon From Wikipedia, the free encyclopedia
Inis Arcáin (Sherkin Island e saozneg) zo un enezenn war aod mervent Iwerzhon, e kontelezh Corcaigh. Bez eo unan eus lec'hioù kreisteisañ Iwerzhon, goude Carraig Aonair (Fastnet Rock) hag enez Cléire. Gallout a reer mont di gant bigi a loc'h diouzh Dún na Séad war an douar-bras.
Annezet eo Inis Arcáin gant ur c'hant den bennak (111 e 2016). Div davarn zo, ul leti, ur stal, tiez-hañv da feurmiñ hag un iliz. En hañv e vez kalzig a douristed o tont. A-raok Naonegezh Vras Iwerzhon, en XIXvet kantved, e oa ouzhpenn 1000 den o vevañ eno. Abaoe eo digresket ingal an niver a annezidi.
Un tour-tan zo war an enez, savet e 1835. Dismantroù eus an amzer dremenet zo ivez : ur c'hreñvlec'h eus Oadvezh an Houarn, ur manati (Mainistir Inis Arcáin), hag ur c'hastell eus ar Grennamzer.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.