Ur bern tud a bign gant ar menez, n’eo ket gant an tren, met war droad. E 2019 e oa bet ouzhpenn 590 000 a dud o kerzhet betek al lein, tra ma oa bet 140 000 den all o vont di gant an tren bihan. Bez’ ez eo ar menez eus Breizh-Veur ma teu ar muiañ a dud. Eus al lein e vez kaer ar gwel ha pa vez dizolo an amzer e c’haller gwelet betek Iwerzhon, Bro-Skos, Manav ha Bro-Saoz, ouzhpenn ma weler un tamm mat eus hanternoz ha kreiz Kembre.
E krec’h e kaver un ti da zegemer an douristed, anvet Hafod Eryri, gant un ostaleri digoret e 2009, e-lec’h an hini a oa bet savet er bloavezhioù 1930. An tren n’a en-dro nemet eus miz Meurzh da viz Here.
10 a viz Mae: e bodadeg veur ar Broadoù Unanet, 143 stad, a-douez ar 193 ezel a zo en Aozadur, a vot a-du gant degemer stad Palestina da ezel leun en o zouez, pa vot 9 stad a-enep ha 25 a chom hep votiñ.
* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek, hogen goustatoc’h abaoe ur pennad. Emañ hon holloueziadur o vont da dizhout an niver a 37 000 pennad e miz Meurzh moarvat. Emaomp bremañ er 57vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv ar serbo-kroateg hag a-raok ar piemonteg. Evit gouzout hiroc'h: An Deizlevr. E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp atav en 68vet plas ). Derc’hel a reomp d’hor renk eta. Met pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat.
* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, savet tamm-ha-tamm gant un nebeud tud evel Implijer:VIGNERON pe Implijer:Gwendal. Gourc’hemennoù dezho!