Impalaeriezh santel roman german
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Impalaeriezh santel roman german (alamaneg: Heiliges Römisches Reich pe e latin:Sacrum Imperium Romanum) a oa anv ofisiel an tolpad broioù dindan an Impalaer roman german- (römisch-deutscher Kaiser) adalak ar grennamzer izel betek 1806 pa voe diskaret gant Napoleone Buonaparte. Dont a ra an anv a zeu eus an hoalad karolingat dre e impalaered, ar re-se a c'halle adsevel an Impalaeriezh roman diskaret abaoe ar Vvet kantved met en un doare kristen, setu perak e bet perzheget hennezh "sacrum" pe "heiliges", da lavaret eo: renet gant youl Doue (an doue kristen).
Deiziad krouiñ | 2 C'hwe 962, 25 Kzu 800 ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | Sacrum Imperium Romanum ![]() |
Anv berr | HRR, SER, HRE, SRI, SŘŘ ![]() |
Relijion | Iliz katolik roman, Luteriegezh, Kalvinouriezh ![]() |
Perzhiad e | Franco-Spanish War, Siege of Vienna, Battle of Rakovník ![]() |
Anvet diwar | Impalaeriezh roman ![]() |
Den e penn an aozadur | Impalaer roman germanek ![]() |
Kan broadel | Gott erhalte Franz den Kaiser ![]() |
Kevandir | Europa ![]() |
Daveennoù douaroniel | 50°5′29″N 14°25′20″E ![]() |
Renad politikel | elective monarchy, federal monarchy ![]() |
Office held by head of state | Impalaer roman germanek ![]() |
Korf lezenniñ | Imperial Diet ![]() |
Moneiz | ducat ![]() |
A zo stok ouzh | Republik an Div Vroad, Kingdom of Hungary, Rouantelezh Bro-C'hall ![]() |
Raklec'hiet gant | Middle Francia, Frankia ar Reter, Kingdom of Germany ![]() |
Erlec'hiet gant | Kengevread ar Roen, Rouantelezh Prusia, Impalaeriezh Aostria ![]() |
Erlec'hiañ a ra | Kingdom of Germany, Frankia ar Reter ![]() |
Deiziad divodadur | 6 Eos 1806 ![]() |
Relijion ofisiel | Iliz katolik roman, Luteriegezh, Kalvinouriezh, Katoligiezh ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of the Holy Roman Empire ![]() |
![Map](http://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,50.091352242114,14.422158410216,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Impalaeriezh_santel_roman_german&revid=2068433&groups=_0446a231eaf9e3886b3c5b935a213bae9ff21b44)
Savet e voe a-hed an impalaeriezh a-hed an Xvet kantved dindan tierniezh an Ottoned é diribin eus ar c'harolingien Frankia ar Reter. Gant ar gurunidigezh Otto Iañ d'an 2 c'hwevrer 962 e Roma e kadarnaas ar mennozh adneveziñ an impalaeriezh roman en-dro. Da gentañ e voa anvet Regnum Teutonicum betek 1184 pa voe krouet an titl a-vremañ. Anvet e veze Nationis Germanicae, pe deutscher Nation e alamaneg. Hennezh a chomas un impalearezh hag e tolpe un toullad rouantelezhigoù bras ha bihan gant pobloù mui-pe-vui disheñvel, e giz-se ne yeas james an impaleareh da vout ur stad unvanet ha kompezet penn-da-benn evel e Frañs.
Da vare he distruj e oa enni an darn vrasañ eus Alamagn, Tchekia, Aostria, Liechtenstein, Slovenia, Belgia, Luksembourg, un tamm mat eus Polonia hag un darn eus an Izelvroioù, ha darnoù eus Bro-C'hall, Italia, Suis.