Hvar
From Wikipedia, the free encyclopedia
Hvar (distaget [ˈxʋǎːr] e kroateg, Hvor pe For e rannyezh an enezenn, Pharos e gregach, Pharia e latin, Lesina en italianeg) zo un enezenn hag ur gumun eus Kroatia, war aod Dalmatia, etre inizi Korčula, Vis ha Brač. An hini hirañ eo e-touez inizi Dalmatia (68 km a hed). Annezet eo gant 11 103 a dud (2001).
![Pelec'h emañ enez Hvar](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/bd/Southern_Croatian_Adriatic.png/640px-Southern_Croatian_Adriatic.png)