From Wikipedia, the free encyclopedia
Brian Holland (15 a viz C'hwevrer 1941), Lamont Dozier (16 a viz Even 1941) hag Eddie Holland (30 a viz Here 1939), lesanvet H.D.H., a oa un triad sonaozerien ha produerien sonerezh soul stadunanat a savas lodenn vrasañ kanaouennoù brudetañ an ti-embann pladennoù Motown, betek kuitaat an ti-embann e 1967. E 1990 e voent degemeret er Rock and Roll Hall of Fame.
Er bloavezhioù 1950 e kane pep hini anezho e strolladoù Rhythm and blues Detroit (Michigan). E 1958 en doa bet tro Eddie Holland da genlabourat gant Berry Gordy. Asambles gant e vreur Brian e voent degemeret gant Tamla Motown pa voe krouet (1959). Gant Eddie e voe enrollet Jamie, a gant ar ganaouenn-se e voe tizhet Top 30 SUA e 1961. gant Brian e voe produet Please Mr. Postman, kanet gant The Marvelettes. gant ar ganaouenn-se e voe tizhet renk kentañ charts SUA. Meur a bladenn a voe produet gant Lamont Dozier a-raok bezañ degemeret Motown e 1961.
Asambles e savjont meur a ganaouenn hollvrudet evit arzourien evel Mary Wells, The Miracles, Martha and the Vandellas (Heat Wave) ha Marvin Gaye (Can I Get A Witness, Baby Don't You Do It). Berry Gordy a c'houlennas ganto ober war-dro The Supremes peogwir ne rae ket berzh ar strollad. Sevel a rejont When The Lovelights Starts Shining Through His Eyes (renk 23 e miz Genver 1964). ganto e voe savet holl ganaouennoù brudetañ ar strollad : Where Did Our Love Go ?, Baby Love, Stop ! In The Name Of Love, I Hear A Symphony, You Keep Me Hangin’ On, You Can't Hurry Love. Kanaouennoù all a savjont evit The Isley Brothers ha The Four Tops. Boas e veze Holland-Lamont-Holland da genlabourat gant sonerien The Funk Brothers pe gant laz-seniñ sinfonek Detroit.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.