From Wikipedia, the free encyclopedia
Implijet e vez alies a-walc'h an termenoù heñvelreizhouriezh pe heñvelreizherezh evit komz eus en tuadur reizhel pe ur stad-den (pe identelezh) revel pa gar unan bennak tud eus an hevelep rev hag an unan, pe/hag a glask kaout darempredoù revel gante ha .
Daoust ha ma oa deuet an termenoù heñvelreizhouriezh pe heñvelreizhelezh da vezañ boutin e brezhoneg, emañ an implij o kemm er yezh lennegel, pa n'int ket savet mat evit daveiñ d'ar stad-den revel hervez sell damkanel nevesañ ar gevredigezh. Kavet e vez gwelloc'h ober gant an termen heñvelrevelezh pe heñvelreviadezh (gant un arster disheñvel da bep hini, moarvat) bremañ evit meur a abeg:
N'eo ket dereat an tremen brezhonek-mañ rak ne denn ket d'ar stad-ober revel, met kentoc'h d'ar reizh, da lâret eo ar reizh biologel pe an darempredoù reizhel (tuadur reizhel), en ur c'hoût e c'hell un heñvelreviad(ez) chom hep kaout darempredoù revel ebet ken hag un arallreviad(ez);
Meur a c'her dismegansus ez eus ivez e brezhoneg, evel er yezhoù all, evit kaozeal eus an dud gant ur revelezh disheñvel diouzh an hini nemeti lakaet da "dereat" e sevenadur kornôg Europa dre vras, da lâret eo an arallrevelezh, peurliesañ evit kaozeal eus paotred. (Da skouer evit heñvelreviad : skilbaotr, paotr-plac'h, paotr an douar melen – pe en doare berr paotr melen –, paotr ar pri, pich-kaoc'h, paotr-e-Ber, gogez.)
N'eo ket degemerus ober gant seurt termenoù war digarez int hengounel pe brezhoneg ar bobl kentoc'h eget gant an nevezc'herioù kinniget a-is rak dismegansus-tre int ha ne dalvezont nemet evit lakaat meur a dud er-maez eus mont-en-dro boas ar gevredigezh. Ar gêr paotretaer e-unan a zo da ziwall eus e dalvoudegezh resis, ha ne c'hell ket bezañ arveret da venegiñ forzh pe heñvelreviad, dreist evel n'haller ket implij merc'hetaer evit komz eus forzh peseurt paotr arallreviat, lakaomp.
O klask anaout plas tud a bep seurt revelezh pe tuadur reizhel er gevredigezh ez eus bet krouet hag e vez implijet meur a dermen ispisial, en o zouez:
Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.