From Wikipedia, the free encyclopedia
An herpes (eus ar ger gregach ἕρπης - herpes), pe herpes simplex, zo ur c'hleñved hag a laka tanijenn er c'hroc'hen deuet diwar ar viruz Herpes simplex. Dre vras ez eus daou seurt herpes:
Lavaret e vez ar memes anv eus ar c'hleñved hag eus ar viruz peurvuiañ, met diaesoc'h eo an traoù da ziluziañ, ha daou viruz eo a zo.
Skeiñ a ra an herpes a varradoù, a bad pell pe belloc'h hervez an dud, hervez pegen yac'h pe skuizh e vezont a-hend-all, etre 2 hag 21 deiz: pa vez skoet daou zen en un tiegezh e c'hall an eil bout pareet (distanet kentoc'h, rak n'eus pare ebet) dindan tri devezh, hag egile chom tapet e-pad teir sizhun. Goude ar barrad kentañ ec'h a ar viruz da repuiñ en nervennoù ha ne guita ket ar c'horf a-hed-buhez ken. C'hoarvezout a ra ar barradoù bep an amzer, diasur e vez ar penaos hag ar perag, met gouzout a reer petra a aesa d'ar viruz skeiñ: kenstok daou gorf, goulioù, skuizhder, heol.
Louzoù zo ouzh an herpes, met pare ebet n'eus outañ c'hoazh. Da virout ouzh an herpes e vije ret chom hep stekiñ ouzh tud klañv. Met kuzh eo ar c'hleñved etre ar barradoù: bihanaat ar riskl a c'haller, mirout outañ n'haller ket. Ouzhpenn-se, goude ur pennad, ne deu ket barradoù ken da lod tud, ken e kredont int pare, pa n'int ket.
Louzoù a vez roet gant medisined hag a c'hall skañvaat ar boan ha berraat ar barradoù, netra ken: traet a zo da lakaat war ar goulioù, ne vezont ket ken efedus war an holl, ha kachedoù zo ivez. Ar vaksinoù a vezer oc'h arnodiñ n'int ket efedus evit poent.
Sed al louzoù enepviruz a vez roet: aciclovir (acyclovir), valaciclovir (valacyclovir), famciclovir, ha penciclovir. Aciclovir eo al louzoù koshañ, a zo jenerik ivez bremañ.
Viruz an herpes simplex a zo daou zoare dezhañ, hag a vez graet HSV-1 ha HSV-2 anezho.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.