From Wikipedia, the free encyclopedia
Hartmann Schedel (13 a viz C'hwevrer 1440 - 28 a viz Du 1514 e Nürnberg) a oa ur fizikour, denelour hag istorour alaman, hag unan eus ar gartennourien gentañ a implijas ar voullerezh. Gant Matheolus Perusinus e teskas.
Schedel a zo brudet evit bezañ skrivet testenn Kronikenn Nürnberg (anvet ivez Schedelsche Weltchronik) embannet e Nürnberg e 1493. Un henvoulladur eo neuze. Soñjal a reer e voe urzhiet gant Anton Koberger. War al lodenn vrasañ eus kartennoù Kronikenn Nürnberg e weler kêrioù ha broioù evit ar wech kentañ, dre ma ne oueze ket kalz traoù an dud diwarno betek-henn. Kêrioù evel Kraków, Lübeck ha Neyß a zo taolennet e dibenn al levr.
El levr e kaver ivez ul lodenn diwar-benn istor rouantelezh Polonia hag hec'h orin (pajenn 263 : vom koenigreich Poln und seinem ursprung). Kregiñ a ra in istor gant Boleslaw Iañ Polonia ha n'eus meneg ebet eus Mieszko Iañ.
Azalek ar mare ma voe bet ijinet ar voullerezh gant Johannes Gutenberg e 1447 e voe aesoc'h lakaat moullañ levrioù ha kartennoù. Betek-henn e oa ker ha ral-tre al levrioù, dre ma vezent dornskrivet.
Dastum levrioù, oberennoù arzel hag engravadurioù a rae ivez. En un albom savet gantañ e 1504 e kaver pemp engravadur gant Jacopo de' Barberi, ar pezh a zo ur sikour bras evit sell ouzh deiziañ oberennoù de' Barbari.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.