![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d4/Flateyjarbok_Haraldr_Halfdan.jpg/640px-Flateyjarbok_Haraldr_Halfdan.jpg&w=640&q=50)
Harald Iañ Norge
From Wikipedia, the free encyclopedia
Harald Iañ Hårfagre (norseg : Haraldr I hárfagri "ar melegan")(850 – 932), a voe ur roue norvegiat. Hervez an hengounioù skrivet e renas etre 872 ha 930 evel roue kentañ Norvegia. Daou eus e vibien, Eric Blóðøx ha Haakon Góði, o deus herezhet rouantelezh o zad.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d4/Flateyjarbok_Haraldr_Halfdan.jpg/640px-Flateyjarbok_Haraldr_Halfdan.jpg)
(Dornskrid Flateyjarbók, Island, XIVvet kantved)
Ul lodenn vras eus e vuhezskrid a zo dispis. Dre e varzh Þorbjörn Hornklofi e c'heller kaout un nebeud a ditouroù kempred diwar e benn. Mes ar pezh vrasañ a anaver eus e vuhez a zeu eus sagaioù skrivet tri c'hantved goude e varv. Mennegoù Harald er Sagaioù ar Rouaned n'int ket kenstagus atav hogen eo splann eo azaouezet Harald evel unvaniour Norvegia en ur rouantelezh hepken.
A-c'houde an XIX kantved, pa veze Norvegia dindan beli Sveden, e teuas Harald da vout un arouez broadel eus Norvegia hag eus he dizalc'houriezh. Betek hiziv e chom Harald da vout gwelet evel tad bro Norvegia. Abaoe ar XXIvet kantved e vez lakaet e douetañs gwirvoud an dudenn gant un nebeud istorourien.