From Wikipedia, the free encyclopedia
Hans Holbein, pe Hans Holbein ar Yaouankañ (Augsburg war-dro 1497 – Londrez 1543) a oa ul livour hag engravour alaman, mab da Hans Holbein an Henañ. E vreur henañ Ambrosius Holbein a oa livour ivez.
Brudet eo ar poltredoù uhelidi a reas e lez ar roue saoz Herri VIII, hag ivez an taolennoù awenet gant ar C'hrist hag ar marv.
Mab e oa da Hans Holbein an Henañ (1460–1524). Evel e vreur Ambrosius Holbein (1493/94-1519) e studias e stal-labour e dad, an hini brudetañ e kêr Augsburg . Kenteliet e voent ivez gant o eontr, Hans Burgkmair, unan eus gwellañ livourien alaman e amzer. En 1515 ez eas da Basel, lec'h meur an humanouriezh. Etre 1516 ha 1526 e reas poltredoù evit an dud uhel, ar varc'hadourien vras, en o zouez ar priedoù Meyer, ha Jakob Meyer a oa bourgmestr kêr. En 1517, e Lucerne, e labouras evit ar bourgmestr Jacob von Hertenstein.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.