![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9a/Vinegar_infused_with_oregano.jpg/640px-Vinegar_infused_with_oregano.jpg&w=640&q=50)
Gwinêgr
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar gwinêgr (liester : gwinêgroù) zo ul liñvenn drenk a zeu eus oksidadur an etanol a c'hoarvez er gwin, er sistr, er bier hag en evajoù fardet diwar ar goadur. Eno e c'hell bezañ kavet etre 5 ha 15% a drenkenn aketek ha trenkenn sitrek ha trenkenn dartrek ouzhpenn. Diwar alkool ha beterabez e vez gounezet gwinêgr ivez.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9a/Vinegar_infused_with_oregano.jpg/320px-Vinegar_infused_with_oregano.jpg)
Merzet eo bet a-gozh e teu ar gwinêgr war gorre ar gwin (pe hini un evaj goet all) pa chom goullo un darn vras eus an donell ha pa zeu ar wrez da vezañ re domm.
Ne veze ket komprenet orin an anadenn betek ma kinnigas ar foueoniour suafrikat Christiaan Hendrik Persoone (1761–1836] e 1822 e oa ar vakterienn Acedobacter suboxydans a oa abeg eus donedigezh an drenkenn aketek.