Gwezenn-orañjez
From Wikipedia, the free encyclopedia
An orañjezenn, pe gwezenn-orañjez, Citrus × sinensis hec'h anv skiantel, zo ur spesad gwez er c'herentiad Rutaceae.
Ur pennad orañjez zo ivez.
Muioc'h a ditouroù Citrus × sinensis, Bleunioù hag orañjezennoù ...
| |||||
---|---|---|---|---|---|
Bleunioù hag orañjezennoù | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
Iskevrennad : | Magnoliidae | ||||
Usurzhad : | Rosanae | ||||
Urzhad : | Sapindales | ||||
Kerentiad : | Rutaceae | ||||
Genad : | Citrus | ||||
Anv skiantel | |||||
Citrus × sinensis | |||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Serriñ
Ur wezenn keitat he ment eo, 3-5 metr uhel, a c'hall kreskiñ betel 13 m uhelder avat en un endro peurvat. Ur c'hef hepken zo dezhi, eeun ha kranennek, arwer en e yaouankiz ha gris diwezhatoc'h ; ledan eo he barr ront pe bikernel.
Niverus eo ar skourroù, a gresk reoliek adalek ur metr pe izeloc'hik a-us an douar, hag a zoug drein ken hir ha 10 cm a-wechoù. Padus eo an delioù vigelc'hiek begek 7–10 cm o hirder ; ouzh o c'hazel e kresk bleunioù gwenn frondus-kenañ, a-vlokadoù pe unan-hag-unan; da avaloù-orañjez e troont.