![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/eb/CellPhoneTower_OR.jpg/640px-CellPhoneTower_OR.jpg&w=640&q=50)
Gwern-skignañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur wern-skignañ zo ur benveg-skignañ gwagennoù kaset gant ar pellgomzoù hezoug. Daou seurt all zo: ar re a skign skingasadennoù ar skinwel, hag ar re a servij da bellgasadennoù an arme, an archerien, ar bomperien. Met gwernioù skignañ ar bellgomz eo ar re niverusañ: 50 000 bennak a oa er C'hwec'hkorn e deroù 2009.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/eb/CellPhoneTower_OR.jpg/640px-CellPhoneTower_OR.jpg)
Trouz a sav a-enep dezho a-wechoù abalamour ma'z int kreñvoc'h eget er broioù amezek hag e c'hallfent bezañ noazus ouzh ar yec'hed. Abalamour da se e vez klasket kuzhat lod er c'hêrioù.