From Wikipedia, the free encyclopedia
Gwennerc'h (Schneewittchen en alamaneg) zo penntudenn ur gontadenn-bobl brudet en Europa, nemet brudetoc'h eo an doare alamanek dastumet hag adskrivet gant Jacob ha Wilhelm Grimm, anavezet evel "ar vreudeur Grimm", en o levr kontadennoù embannet e 1812.
Arabat e vefe droukveskañ ar gontadenn-mañ gant unan all anvet Schneeweißchen und Rosenrot ("Gwennerc'h ha Rozenn Ruz") en dastumad ar vreudeur Grimm ivez. N'eo ket ar memes marvailh nag ar memes plac'h.
Disheñvel eo an anvioù alamanek ivez : Schneewittchen eo ar briñsez ha Schneeweißchen eo a zo gant Rosenrot. Heñvelster eo an daou anv, met rannyezhel eo an anv kentañ, eus Niedersachsen, e gwalarn ar vro, hag en alamaneg unvan eo an anv all.
Marteze e plij an anv-se ivez, pe an daou anv-se, abalamour ma heuliont patrom an anv gallek, Blanche-Neige. Met doareoù all zo.
Ur rouanez fall a oa savet gwarizi dezhi abalamour da goantiz he lezverc'h, lesanvet Gwennerc'h, ma c'houlennas digant ur chaseour lazhañ ar bugel ha degas dezhi he skevent hag hec'h avu. Kaset ar grennardezig d'ar c'hoad gant ar chaseour, met laosket eo gantañ da vont kuit. Reiñ a ra da grediñ d'al lezvamm fallakr en deus lazhet ar plac'h o tegas dezhi skevent hag avu ur pemoc'h-gouez.
Setu Gwennerc'h o kantreal er c'hoad. Kerzhout a ra ha degouezhout dirak un ti bihan. Ha hi e-barzh da ziskuizhañ. Ober a ra anaoudegezh gant seizh korrig, perc'henned an ti. Klask a ra ar rouanez fallakr lazhañ he lezverc'h dre deir gwech evit bezañ an hini vravañ adarre. Dont a ra a-benn gant un aval kontammet. Lakaet eo ar plac'h en un arched gwer gant ar c'horred.
Degouezhout a ra ur priñs ha sevel a ra ar plac'h a varv da vev. Dimeziñ a reont, pedet eo al lezvamm fallakr d'o eured ha mervel a ra.
Meur a zoare zo da gompren er gontadenn Gwennerc'h.
Kaoz a vez alies eus an amzer, ma lavar lod eo unan eus kontadennoù ar c'houlzoù-amzer[1]. Ganet eo Gwennerc'h e-kerzh ur goañv kriz, ha poan he deus o chom bev betek an nevezamzer. Ar rouanez fallakr a vir outi a ziorren, evel ma vir ar goañv yen ouzh ar plant yaouank a ziwanañ.
Kalzik a filmoù zo bet.
Sklaer eo e teu brud ar gontadenn, dreist marvailhoù all levr Grimm, eus film Walt Disney.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.