Gi Roparzh e brezhoneg, Guy Ropartz e galleg, Joseph-Guy-Marie Ropartz en ti-kêr, ganet d'ar 15 a viz Mezheven 1864 e Gwengamp ha marvet d'an 22 a viz Du 1955 e Sant-Loup, a zo ur sonaozour klasel breizhat.
Mab e oa da Sigismond Jean Pélage Ropartz, alvokad e Gwengamp, ha da Élise Marie Danion. Studiet en deus ar gwir da gentañ e Roazhon. Goude se en deus studiet ar sonerezh e skol-sonerezh broadel Paris e klas Théodore Dubois ha da-c'houde gant Jules Massenet. Goude ez eas gant klas César Franck da zeskiñ seniñ orglez.
Rener skol-sonerezh broadel Nancy en deus bet eus 1894 betek 1919 e-lec'h e krouas klasoù arvoud e 1894, trompilh e 1895, telenn hag orglez e 1897 hag trombon e 1900. An hini eo a grouas amzervezhioù kengerzoù sinfoniek gant Laz-seniñ skol-sonerezh Nancy. Ezel Kevredigezh Broadel Breizh e oa ivez.
Goude marv e vignon Albéric Magnard e 1914 hag koll e skrid-muzik e-pad un tan-gwall, adskrivet en deus Ropartz dre-eñvor klaviazadur e Opera Guercœur.
Rener skol-sonerezh Strasbourg eus 1919 betek 1929 en deus bet ivez. Levezonus e voe ouzh e studierien evel Charles Munch da skouer. Dilennet e voe ezel Skol-uhel an Arzoù-kaer.
En e leve a ya e 1929 ha mont a ra kuit d'e maner e Sant-Loup.
Sonaozet en deus Ropartz ur c'hantad pezh-sonerezh en holl e-pad e vuhez.
Sonerezh sinfoniek
Pemp simfonienn en deus sonaozet etre 1894 da 1945. E simfonienn kentañ a gemer e awen digant ur c'hantik eus Breizh.
Pezhioù sonerezh-klav all:
La Cloche des morts (Kloc'h an anaon) (1887)
Lamento evit oboell hag klaviaz (1887)
Les Landes (Al lanneier) (1888)
Marche de fête (Bale-gouel) (1888)
Cinq pièces brèves (Pemp pezh berr) (1889)
Carnaval (Karnaval) (1889)
Dimanche breton (Sul Breizh), heulienn e 4 lodenn (1893)
Fantaisie (Faltazienn) e re muiañ (1897)
A Marie endormie (Da Vari e-kouskedik)(1911-12)
La Chasse du prince Arthur (Chase priñs Arzhur) (1911-12)
Sons de cloches (Son ar c'hleier) (1913)
Soir sur les chaumes (Nozvezh war ar plouz) (1913)
Rhapsodie (Rapsodienn) evit gaolviolin ha klaviaz (1928)
Ur barzhoneger a-feson e voe Ropartz ivez. Levezonet e voe gant skol ar Symbolisme. Embann a reas gant Louis TiercelinLe Parnasse breton contemporain (Parnas Breizh a-vremañ), un dastumad barzhonegoù eus Breizh. Skrivañ a reas ivez er gazetenn L'Hermine.
(fr) Mathieu Ferey et Benoît Menut, Joseph-Guy Ropartz ou le Pays inaccessible, Papillon, coll. Mélophiles, Genève, 2005 (ISBN 978-2940310258et ISBN 2-940310-25-4)
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.