From Wikipedia, the free encyclopedia
Goulven Salaun, genidik eus kichen Kastellin, a oa unan eus pennoù emsavadeg ar paper-timbr e 1675 e kêr Naoned. Krouget e voe e leurgêr ar Bouffay.
Goulven Salaun eo en devoa sonnet ar c'hloc'h-galv e Naoned, e iliz Sainte-Croix e miz Mae 1675 evit gervel ar boblañs da gemer perzh e Emsavadeg ar Paper-timbr a-enep tailhoù nevez ar roue Loeiz XIV. An tailhoù-se a oa bet savet a-benn degas arc'hant a oa ezhomm evit ar brezel a-enep an Izelvroioù (1672-1678).
Goulven Salaun, mevel paour en un davarn a oa pignet e tour ar gêr evit senniñ ar c'hloc'h-galv. Ar bobl a Naoned a oa bet o freuzañ burevioù ar roue ha plantañ tan er paperioù-timbr. Ur c'higer, ur stripour, ha div vaouez a oa e-penn an emsavadeg hervez mistri ar gwaskadur. Michelle Roux, lesanvet « l'Eveillonne », hag ur vaouez all anvet. Skampet kuit e oa an holl pennoù e-fin an emsavadeg met klask a oa warno.
Dug Chaulnes a oa erruet e Naoned d'an 22 a viz Mae 1675 e-plas ar Markiz de Molac gwelet evel re tener. Chaulnes en desped d'an urzhioù na c'houlennas herzel nemet ar pemp a dud gwelet evel pennoù al luskad.
Harzet, Goulven Salaun a voe jahinet, ar prosez a badas 2 zevezh ha kondaonet e voe d'ar marv. Krouget e oa bet Goulven Salaun war plasenn Bouffay e-kerzh ar gwaskadenn aozet gant ar galloud roueel.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.