Goul
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur goul (غول ghūl en arabeg, ghilan el liester) zo un droukspered debrer korfoù marv er mojennoù arab. Bevañ a ra e lec'hioù didud ha pleustriñ a ra ar beredoù. Ar gouled a zistruj ar bezioù hag en em vag diwar korfoù an dud varv, met skrapañ bugale d'o debriñ a reont ivez.
Ar c'hoshañ meneg eus gouled a gaver er Mil nozvezh hag unan. Un doare gwregel zo d'ar goul, goulez, eta, anvet ghoulah en arabeg.
Kentañ meneg eus ur goul e lennegezh Europa a gaver er romant saoznek Vathek en 1786, gant William Thomas Beckford.