Gioacchino Greco
From Wikipedia, the free encyclopedia
Gioacchino Greco, lesanvet "ar C'halabrad", ganet war-dro 1600 e Celico, nepell diouzh Cosenza (e kreisteiz Italia), marvet war-dro 1640 en Amerika ar C'hreisteiz.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/4c/Greco_book.jpg/220px-Greco_book.jpg)
Ganet e oa bet en ur familh paour. Meurc'hoarier echedoù e oa, hini kreñvañ ar XVIIvet kantved, bet skrivet gantañ ur studiadenn a-zivout an echedoù hag a chomas dibar a-hed 150 vloaz. Bevañ a reas e Roma evel c'hoarier a-vicher, gwarezet gant tud uhel evel ar c'hardinal Savelli ha Francesco Buoncompagni. Beajiñ a reas dre Spagn, Bro-Saoz ha Bro-C'hall en ur vevañ eus e c'hoari. Heuliet en dije un den meur a Spagn betek Amerika, an Antilhez emichañs.
Un dornlevr en devoa skrivet.