![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/58/Glatt-R%25C3%25A4uber8113.jpg/640px-Glatt-R%25C3%25A4uber8113.jpg&w=640&q=50)
Gang
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur gang a vez graet eus ur vandennad tud gant ur sevenadur ha talvoudegezhioù boutin ganet dre al liammoù etre an izili hag an endro sokial ha kêrel e-lec'h ma vev izili ar gang. Kaoz a vez eus un aozadur torfed kenaozet. Unan eus ar perzhioù anatañ d'ur vandennad eo an aesamant da implijout ar feulster a-enep ar bandennoù all met ivez a-enep an dud dre vras, gant ar c'hoant da ledanaat o ziriad pe da vrasaat o galloud. Kemer a ra perzh ar bandennadoù e obererezhioù torfedus ha gant un donder disheñvel.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/17/Apachesvspolicebastille.jpg/640px-Apachesvspolicebastille.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/06/Aryan_Brotherhood.jpg/320px-Aryan_Brotherhood.jpg)
An anavezadenn gant izili ar vandennad pe gant izili ar bandennadoù all a vez alies savet diwar un amzer kaset en toull-bac'h, ha sokializadur an ezel a dremen dre an toull-bac'h, e-lec'h ma tap an den deskamant war bed an torfedoù. A-wechoù e teu lod eus izili ur gang da vezañ en o fenn dre vezañ bet toullbac'het. Lod eus ar bandennoù pe gangoù a vez ganet en toulloù-bac'h.
Lod eus ar gangoù a glask kaout ul livadur bolitikel pe relijiel, met pal pennañ an aozadurioù-se a chom kaout muioc'h-muiañ a c'halloud.