Friedrich Gottlieb Klopstock
From Wikipedia, the free encyclopedia
Friedrich Gottlieb Klopstock (1724-1803) a oa ur barzh alaman. Troet e oa Klopstock gant an Dispac'h gall er penn kentañ, evel ma weler en e varzhoneg Kennet euch selbst (En em anavezit hoc'h-unan) e 1789, pa skriv n'eo an Dispac'h gall nemet « noplañ oberenn ar c'hantved » ha pa vroud an Alamaned d'en em sevel.
E 1792 avat, er varzhoneg Die Jacobiner (Ar Jakobined) , e sko bazhadoù gant ar renad jakobin, anezhaén un naer o tortigellat a-dreuz Bro-C'hall. Brudet eo da vezañ unan eus diaraogerien ar Sturm und Drang (barr-amzer hag entan).