Francisco Ibáñez
From Wikipedia, the free encyclopedia
Francisco Ibáñez Talavera (Barcelona, 15 a viz Meurzh 1936 – idem, 15 a viz Gouere 2023[1]) a oa ur senarioour hag un treser spagnol bannoù-treset spagnolek, ezel eus eil rummad treserien ar Skol Bruguera[2] e Barcelona.
Francisco Ibáñez | |
---|---|
E 2015 e Barcelona | |
Ditouroù personel | |
Anv klok | Francisco Ibáñez Talavera |
Ganedigezh | 15 Meurzh 1936 e Barcelona Katalonia, Spagn |
Marv | 15 Gouere 2023 e Barcelona |
Broadelezh | Spagnol |
Yezh | Spagnoleg |
Ditouroù micherel | |
Micher | Aozer bannoù-treset |
Prantad | 1952-2023 |
Luskad | Skol Bruguera |
Yezh | Spagnoleg |
Doare | Fent |
Oberennoù pennañ |
|
|
Kalz stiradoù bannoù-treset fentus zo bet krouet gantañ, en o zouez Mortadelo y Filemón hollvrudet hag a levezonas meur a rummad treserien[3],[4]. Ouzhpenn d'ar stirad Mortadelo y Filemón e skrivas hag e tresas 13 Rue del Percebe, Rompetechos, El botones Sacarino, Pepe Gotera y Otilio ha Chicha, Tato y Clodoveo. Adalek ar bloavezhioù 1990 avat ez eo gant Mortadelo y Filemón e tremenas ar braz eus e amzer.
Unan eus difennerien veur ar bannoù-treset lakaet da arz-kaer eo bet. Tremen 100 milion a skouerennoù eus e vandennoù-treset zo bet gwerzhet, ha tresadennoù-bev zo bet graet diwar Mortadelo y Filemón.