From Wikipedia, the free encyclopedia
Francesco Farnese (Parma, 1678 – Piacenza, 1727), a voe seizhvet dug Parma, war-lerc'h e dad Ranuccio II Farnese adalek 1694. Ur politikour ampart e voe, hag un ober a bouez en doe en Europa e amzer.
Mab e oa da Ranuccio II Farnese (1630 – 1694) ha da Maria d'Este. Dug Parma ha Pacienza e voe goude marv e dad, e miz Kerzu 1694, pa ne oa nemet 16 vloaz. Abaf ha gak e oa, hogen lemm e spered ha politikour ampart.
E 1693 e varvas e vreur henañ Odoardo II Farnese hag a oa da ren war-lerc'h o zad. Neuze e ouias e rankje ober war-dro an dugelezh. Ha bloaz goude, e 1694, e varvas an dug kozh. Ha setu Francesco lakaet da zug.
Bloaz goude, e miz Kerzu 1695, e timezas da Dorothea Sophie von der Pfalz, pe Dorothea Sophie von Neuburg (1670-1748), intañvez e vreur henañ, Odoardo II Farnese (Colorno, 1666-1693), da virout outi a gaout hec'h argouroù en-dro. Eizh vloazh koshoc'h egetañ e oa-hi. Bugel ebet n'o doe.
Fall e oa an traoù gant arc'hant ar stad abalamour da heuliadoù feurioù-emglev Torino ha Vigevano, e 1696, rak ret e oa derc'hel armeoù alaman e kreñvlec'hioù ar vro. Ken fall e oa yalc'h an dugelezh ma tivizas krennañ war an dispignoù: kaset e voe kuit an darn vrasañ eus ar servijourien, sonerien, furlukined, korred, hag echuet e voe gant an abadennoù, festoù ha banvezioù a oa niverus el lez en amzer e dad Ranuccio II.
.
Mervel a reas roue Spagn, Carlos II, en 1700, hag eñ divugel. Bec'h a savas diwar-ben piv a renje en e c'houde. Emgannoù a voe en Italia etre an div gostezenn. Dont a reas Francesco a-benn da virout ouzh an armeoù estren da zont en e zugelezh, a oa dindan ar pab.
E vreur Antonio Farnese a renas war e lerc'h a voe divugel ivez. Hag echuet e voe gant an Tiegezh Farnese e dugelezh Modena. E 1731 e voe roet ar gurunenn d'un niz dezho, mab henañ rouanez Spagn, Don Carlos.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.