Framsóknarflokkurinn
From Wikipedia, the free encyclopedia
Framsóknarflokkurinn (islandeg a dalvez Strollad araokour) a zo ur strollad politikel frankizour islandat. E-kreiz emañ. Krouet e oa bet e 1916 dre gendeuziñ daou strollad labourerien-douar : Bændaflokkur (Strollad al labourerien-douar) hag Óháðir bændur (Labourerien-douar dizalc'h). Ezel eo eus an Etrebroadel frankizour. Sigmundur Davíð Gunnlaugsson eo a zo bet dilennet da brezidant ar strollad d'an 18 a viz Genver 2009. Izili ar strollad o deus kemeret perzh e meur a c'houarnamant kenunaniezh gant Strollad ar frankiz etre 1995 ha 2007. E miz Genver 2009 e voe kemmet savboent ar strollad evit a sell ouzh emezeliñ Island en UE : a-du emañ bremañ, pa save a-enep a-raok[1].