Flesquières a zo ur gumun eus departamant Norzh e Bro-C'hall.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kumunioù Bro-C'hall | |
---|---|
Anv | Flesquières |
Skoed | |
Lec'hiadur Flesquières en Arondisamant Cambrai | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Norzh |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Cambrai |
Etrekumuniezh | Communauté d'agglomération de Cambrai |
Kanton | Marcoing |
Kod INSEE | 59236 |
Kod-post | 59267 |
Maer | Gérard Drain |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 6,28 km² |
Led | 50° 07' 28" Norzh |
Hed | 03° 07' 03" Reter |
Uhelder kreiz | 105 m |
Uhelder bihanañ | 67 m |
Uhelder brasañ | 108 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 275 (2007) |
Stankter | 37 a./km² |
Lec'hienn ar gumun | |
Istor
XXvet kantved
- Flesquières a voe distrujet razh e-pad Emgann Cambrai e dibenn 1917[1]. Taget e voe ar soudarded alaman er gêriadenn d'an 20 a viz Du, e-pad Emgann Cambrai ha tapet e voe Flesquières d'an 21 a viz Du 1917, gant Skosiz ar 51(st) (Highland) Division eus lu ar Rouantelezh-Unanet, tankoù d'o heul. Adtapet e voe gant an Alamaned e dibenn an emgann ha kemeret en-dro gant Kanadianed an 3rd Division d'ar 27 a viz Gwengolo 1918[2] ;
- roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920[3].
- un emgann a voe e miz Mae etre ar 41vet Rejimant Troadegiezh (Roazhon) eus al lu gall hag an Alamaned. Seitek soudard gall a voe lazhet[4].
- dieubet e voe Flesquières d'an 2 a viz Gwenholon 1944 gant an 30vet Rannlu Troadegiezh stadunanat[5].
Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz katolik Saint Géry, XXvet kantved[1].
- Bered ar C'hommonwealth: Flesquières Hill British Cemetery
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 2 |
Kanada | 32 |
Rouantelezh-Unanet | 822 |
Zeland-Nevez | 65 |
Hollad | 921 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret eo bet e 1918. Ouzhpennet e voe bezioù degaset eus tachennoù-emgann Havrincourt, Flesquières, Marcoing ha Masnières hag eus un nebeud lec'hioù-douarañ all goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918[6].
- Bered ar C'hommonwealth: Orival Wood Cemetery
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Alamagn | 20 |
Rouantelezh-Unanet | 284 |
Hollad | 304 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret eo bet e miz Du 1917 e-pad Emgann Cambrai. Implijet eo bet e mizioù Gwengolo ha Here 1918 en-dro. E 1930 e voe degaset bezioù all eus Flesquières Château Cemetery ha 51(st) Division Cemetery (e Flesquières ivez)[2].
Armerzh
Melestradurezh
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | Meurzh 2014 | Gérard Drain | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Douaroniezh
Emdroadur ar boblañs 1793-2007
Tud
Liammoù diavaez
Dave ha notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.