From Wikipedia, the free encyclopedia
Fernand Louis Armand Marie de Langle de Cary, deut er bed en Oriant (Mor-Bihan, Breizh) d'ar 4 a viz Gouere 1849 ha marvet d'an 19 a viz C'hwevrer 1927 e Pont-Skorf (Mor-Bihan), a oa ur milour gall.
Mab e oa — an trivet — da Louis Vincent de Langle de Cary (1810-1871), ur c'habiten lestr e morlu Bro-C'hall. Goude bezañ kaset e studi da benn e skolaj Saint-François-Xavier e Gwened e voe degemeret e Skol arbennik an arme-douar (Saint-Cyr[1]) e 1867. Hag eñ renket da gentañ pa voe tapet e ziplom a isletanant gantañ e 1869.
Anvet e oa bet da ofiser floc'h ar jeneral Trochu (1815-1896), hag hemañ e penn arme Pariz d'ar c'houlz-se. Lazhet e voe e vreur henañ, Aldéric de Langle de Cary (1842-1870), e-pad an emgannoù. Gwallc'hloazet[2] e voe Fernand de Langle de Cary ivez da-geñver eil Emgann Buzenval[3], ma voe paket al Lejion a enor[4] gantañ da-heul an darvoud-mañ.
Pignat gant skeul an urzhaz milourel a reas ingal — jeneral brigadenn e miz Ebrel 1900, jeneral rannarme e 1906 — ha kaset e voe da Aljeria, da bPau (Pireneoù-Atlantel), da vBourjez (Cher) hag all da bleustriñ war e garg. En abeg da zarempredoù tost gant Joffre (1852-1931) e voe fiziet gourc'hemennerezh an eizhvet korf arme e de Langle de Cary e miz Kerzu 1911.
Kemer perzh a reas er Brezel-bed kentañ, evel jeneral e penn ar pedervet arme c'hall peurgetket.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.