Familh yezhoù
From Wikipedia, the free encyclopedia
An darn vrasañ eus ar yezhoù komzet dre ar bed a c'hell bezañ rummataet e familhoù-yezhoù hervez ar perzhioù a zo boutin kenetreze. Pa ouzer ervat petra e oa kentyezh an holl yezhoù en ur familh-yezhoù bennaket e vez lavaret ez eus un unded fulogenetikel[1] anezhi. Alies avat n'eus ket ken eus ar gentyezh ha ne c'hell ket bezañ studiet war-eeun. Dre lakaat e pleustr teknikoù dibar anvet an hentenn geñveriañ ijinet gant August Schleicher en XIXvet kantved e c'heller dont a-benn da adkavout mui-pe-vui perzhioù ha frammoù pennañ kentyezhoù aet da get, dre lakaat keñver-ouzh-keñver perzhioù ha frammoù yezhoù ez eus anezho en hevelep kerentiad savet diwar ar gentyezh-se. Isrannet e c'hell bezañ ar familhoù e skourroù.
Graet e vez yezhoù digenvez eus ar re na zeuer ket a-benn da renkañ e-touez familh-yezh ebet.