kumun alaman e Bavaria From Wikipedia, the free encyclopedia
Fürth zo ur gêr zizalc'h eus Alamagn, e Franken, e stad Bavaria.
Tost-tre eo da gêrioù Nürnberg (7 km er reter) hag Erlangen (13 km en hanternoz). Bremañ e stumm un tolpad-kêrioù ganto.
En enep diouzh ar pezh a zo c'hoarvezet e meur a gêr alaman, ne oa ket bet graet kalz a zistruj e Fürth e dibenn an Eil Brezel-bed. Abalamour da se eo chomet ar gêr gozh evel ma oa.
Al linenn hent-houarn kentañ a voe savet en Alamagn a oa etre Fürth ha Nürnberg.
Gevellet eo Fürth gant ar c'hêrioù-mañ :