Europa (merc'h Okeanos)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Europa (Εὐρώπη / Eurôpê e gregach) a oa ur verc'h da Okeanos ha da d-Tethys. Un Okeanidenn eo eta, unan eus an Okeanidezed niverus.
- Diwar-benn ur briñsez anvet Europa eo ar pennad-mañ. Tud all zo bet anvet evelti, sellit ouzh Europa (disheñvelout).
Hervez Theogonia Hesiodos eo ganti e vez degaset glav war zouar Europa, ar c'hevandir.
Hi a c'hallfe bezañ an hini he deus roet hec'h anv d'ar c'hevandir eta, met n'eus ket a emglev war ar poent-se.