Et cætera (skrivet et cetera e saozneg, etc. e galleg) zo ur bomm latin, hag a dalv hag ar re all. Lavarout a reer ivez eo berraet diwar ar bomm et cetera desunt, hag a dalv neuze hag ar re all a vank. Implijet e vez en ur bern yezhoù da ober anv eus un aridennad pe heuliad traoù ha n'int ket meneget holl.

Thumb
Pezh saoz eus 1658. Ar bomm &c (et ceterarum, "[Protector of England, Scotland and Ireland] and of others") a ziskouez n'en doa ket Oliver Cromwell dilezet ar c'hoant saoz da adperc'hennañ Bro-C'hall.
Thumb
Le Canada, ou Nouvelle France, &c. tirée de diverses Relations des Francois, Anglois, Hollandois, &c. – War ar gartenn-mañ, savet gant Nicolas Sanson war-dro 1660, e weler penaos e vez implijet &c. en amzer-se

Berraet e vez a-wechoù gant an arouezig & implijet evel-hen: &/c., &c., pe &ca. ; dilezet eo bet ar re-ziwezhañ-se.

Skrivet e vez et caetera hag et cætera ivez. Met et cœtera a zo direizh: dont a rafe eus ur c'hemmesk etre æ e lizherennoù stouet hag œ.

Tud zo a skriv etc. hag a zistag hag all. Darn a blij dezho skrivañ div wech ( etc. etc.) ha lavarout div wech, a zo diezhomm-kaer. Skrivet e vez ivez gant an trifik : (...), ha da neuze ne dlejent ket bezañ implijet en ur gichen. Pa vezer o tibunañ ur rollad anvioù e ranker lakaat ur virgulenn dirak etc., evel: Breizh, Kembre, etc.

Skouerioù

An Et cetera oath

An Et cetera oath zo ul le en Iliz Bro-Saoz, er XVIIvet kantved, hag a zeu eus ar frazenn :

Nor will I ever give my consent to alter the government of this Church, by archbishops, bishops, deans, archdeacons, et cetera, as it stands now established.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.