Erfurt
kêr alaman From Wikipedia, the free encyclopedia
kêr alaman From Wikipedia, the free encyclopedia
Erfurt a zo ur gêr eus Alamagn krouet en VIIIvet kantved, ma tremen ar stêr Gera. Kêrbenn Thüringen eo. Kêr vrasañ Thüringen eo ivez, hag unan eus an teir meurgêr a zo e Thüringen, an div all o vezañ Gera ha Jena. Ouzhpenn servijoù melestradurel al Land e kaver enni lez-varn gevreadel al labour.
Meneget eo anv Erfurt evit ar wech kentañ en un diell ofisiel eus 742. Nebeut amzer goude ma vefe bet savet e teuas da vezañ kêr bouezusañ Thüringen, daoust ma chomas e diavaez al land betek 1944. E 755 e voe kendeuzet eskopti Erfurt ha hini Mainz. Erfurt a voe ul lodenn eus priñselezh Mainz betek 1802 ha goude-se e voe ul lodenn eus Prusia, nemet etre 1806 ha 1814, ma voe renet gant ar C'hallaoued.
Da gouent Aogustined Erfurt ez eas Luther d'ar 17 a viz Gouere 1505. Tri bloaz e chomas eno, hag ur wech lakaet da veleg ez eas da studiañ da Wittenberg.
E 1808 en em gavas Napoleon hag an tsar Aleksandr hag e tivizjont kenderc'hel gant an emglev a oa etrezo abaoe m'o doa sinet feur-emglev Tilsit.
Diazezet eo armerzh Erfurt war ar velestradurezh, al liorzhouriezh hag ar servijoù. En Erfurt e vez aozet ivez eil foar vrasañ Alamagn, hini Leipzig o vezañ an hini vrasañ. En Erfurt e kaver ivez sez meur a vedium (hini Kinderkanals ha hini meur a chadenn skingomz hag a gazetenn bedemziek).
En Erfurt e kaver sinagogenn goshañ Europa, hag a voe savet e-tro 1100. Hiziv an deiz e c'haller gwelout enni Teñzor Erfurt. Brudet eo an div iliz Mariendom ha Severikirche, hag a zo tost-tre an eil ouzh eben. Brudet eo ivez ar pont Krämerbrücke, a-us d'ar stêr Gera. Warnañ ez eus 32 di. Savet e voe e 1325, hag en daou benn anezhañ e oa un iliz. Hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh unan anezho, anvet Ägidienkirche.
E 1392 e voe krouet skol-veur Erfurt. Serret e voe e 1816 ha digoret en-dro e 1994. Martin Luther a studias enni.
Liammoù he deus Erfurt gant ar c'hêrioù-mañ :
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.