Emsavadeg ar Bonedoù ruz
From Wikipedia, the free encyclopedia
Emsavadeg ar Bonedoù ruz zo un emsavadeg pobl hag a c’hoarvezas e Breizh e 1675 ; kastizet garv e voe gant gouarnamant ar roue Loeiz XIV.
Fedoù berr-ha-berr
Serriñ
Daou varead a vez digejet gant an istorourien :
- unan kentañ a c’hoarvezas e miz Ebrel 1675 e kêrioù bras reter ar vro, Roazhon ha Naoned dreist-holl, hag anvet « Emsavadeg ar Paper timbr » dre ma oa savet a-enep taosoù berniet war an dud, en o zouez ar paper timbr lakaet da ret evit ober aktaoù ;
- e Breizh-Izel e voe lakaet reuz er maezioù gant kouerien, hag anvet eo « Emsavadeg ar Bonedoù ruz » pe « Emsavadeg ar re Dorreben » dre ma veze gwisket ar beizanted gant bonedoù ruz (pe glas, kement-se a oa hervez al lec’hioù). E Kernev hag e Treger dreist-holl e voe freuz ha reuz, e miz Gouere hag Eost.
Tammoù reuz a savas er memes mare e kêrioù evel Dinan, Gwened hag e Roazhon muioc’h c’hoazh.