From Wikipedia, the free encyclopedia
Emgann Murèth a c’hoarvezas d’an 12 a viz Gwengolo 1213 e Murèth (Muret), e-kichen Toloza, e Lengadoc. Unan eus emgannoù bras ar Groaziadeg a-enep an Albiziz e voe hag un emgann eus ar re bouezusañ evit istor Okitania, Aragon ha Katalonia.
Emgann Murèth | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus ar Groaziadeg a-enep Albiziz | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Rouantelezh Bro-C'hall Kroazidi | Rouantelezh Aragon Kontelezh Toloza Kontelezh Foish Kontelezh Comenge | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Simon IV Moñforzh Bouchard de Marly | Pêr II Aragon Ramon VI Toloza Ramon Rogièr, kont Foish | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
700 soudard war droad 900 marc’heg | 20000-30000 soudard war droad 2200 marc’heg | ||||||
Kolloù | |||||||
8 | 1000 |
E Murèth e voe nerzhioù okitan, katalan hag aragonat, renet gant Pêr II, roue Aragon ha kont Barcelona[1], ha gant ar c’hont Ramon VI Toloza, o’n em gannañ ouzh Kroazidi, an darn vrasañ anezho Gallaoued, renet gant Simon IV Moñforzh. Mervel a reas ar roue Pêr en emgann ha faezhet e voe armeoù an emglev okitan-aragonat. Gant an emgann-se e voe cheñchet planedenn ar broioù okitan a voe diwar neuze sujet d’ar Gurunenn c’hall, tra ma tigreske al levezon gatalan enno.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.