![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8f/Battle_of_Caporetto.jpg/640px-Battle_of_Caporetto.jpg&w=640&q=50)
Emgann Caporetto
From Wikipedia, the free encyclopedia
Emgann Caporetto pe Emgann Kobarid zo un emgann hag a c'hoarvezas e Kobarid (Slovenia a-vremañ), en hanternoz da Rouantelezh Italia, e-kerzh ar Brezel-bed kentañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Emgann Caporetto | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Kentañ Brezel-bed Talbenn italian | |||||||
![]() Emgann Caporetto, kartenn kiladenn al lu italian | |||||||
| |||||||
Niver a emgannerien | |||||||
![]() | ![]() ![]() | ||||||
Kolloù | |||||||
305 000 den kollet: 10 000 lazhet 30 000 gloazet | 70 000 marvet, gloazet. |
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/13/Retraite_italienne_sur_le_Tagliamento_apres_la_bataille_de_Caporetto_en_1917.jpg/640px-Retraite_italienne_sur_le_Tagliamento_apres_la_bataille_de_Caporetto_en_1917.jpg)
o treuziñ ar stêr dTagliamento.
An emgann-se, bet kroget d'ar 24 a viz Here, a badas betek an 19 a viz Du 1917, gant al lu italian enebet ouzh reoù Aostria-Hungaria hag an Impalaeriezh alaman.
Graet e vez Emgann Karfreit anezhañ ivez, pe daouzekvet Emgann an Isonzo diwar anv ar stêr Isonzo, lec'hiet nepell diouzh an tachennoù-emgann.
Pilet e voe kriz an Italianed gant o enebourien renet gant ar jeneral alaman Otto von Below. Danevellet eo kiladeg vantrus an arme italian er romant A Farewell to Arms (1929) gant ar skrivagner stadunanat Ernest Hemingway. Implijet e oa bet kadoniezhoù Oskar von Hutier a-fed Sturmtruppen (unvezioù argadiñ) harpet gant implij ar gazoù brezel, ar pezh a lakaas an Eil lu italian da freuzañ.
An Alamaned hag Aostria-Hungaria o devoa kollet 70 000 soudard, gloazet ha lazhet. An Italianed o devoa kollet 305 000 soudard.