An emflourañ(Daveoù a vank), anvet ivez pitouchal[1], boloiñ[2], (eus boz), pe en em darlaskañ, masturberezh(Daveoù a vank), onanegezh[3] (diwar anv Onan), a zo un ober reizhel graet gant an den (paotr pe blac'h), gant e zaouarn pe gant c'hoarielloù reizhel, pa flour e-unan e organ embarañ, pe ur rann-gorf all, evit tizhout ar blijadur reizhel. Eus kenvasturberezh e komzer kentoc'h pa ra gant skoazell un den all, un doare neuze da virout a embarañ.
Kondaonidigezh
Kemm zo bet en emzalc'h ar c'hevredigezhioù diwar-benn an emerotegezh. Er sevenadurioù diazezet war ar Bibl pe ar C'horan eo ur pec'hed bras[4]. Kondaonet eo bet an emflourañ gant an Iliz katolik, evel el levr L’Onanisme ou Discours philosophique et moral sur la luxure artificielle et sur tous les crimes relatifs, savet gant ar pastor Jean-Philippe Dutoit-Membrini[5] hag embannet e Lausanne, e 1760.
Medisined zo o deus bet embannet e c'halle degas kleñvedoù, evel ar Suis Samuel Auguste Tissot, en e levr L’onanisme. Dissertation sur les maladies provoquées par la masturbation[6], e 1785, ha korfkennoù a veze graet da virout ouzh ar baotred da c'hoari gant o c'horf.
Hiziv e vez embannet eo un ober reizhel ordinal ha par d'ar re all.
Onanegezh
Onan zo un den meneget er Bibl hag a nac'h speriañ intañvez e vreur Er, en eneb d'an henvoaz. Gwelloc'h e kavas teurel e sper d'an douar eget ober ur bugel. Evit
Doareoù-ober
Boutin d'an holl emflourerien eo gwaskañ pe rimiañ an organoù embarañ gant ar bizied pe ouzh traezoù evel ur goubenner pe torchenn. Darn a blij dezho lakaat bizied pe traezoù all en o fraez, dorloiñ kalc'h pe kourzh gant ur fraoñverez.
Gant ar baotred
Gant ar merc'hed
Loened
Un doare emflourañ a vez ivez gant ar marmouzien, hag ivez gant chas.(Daveoù a vank)
Lennegezh
- Meneget eo ar masturbiñ gant Balzac, Flaubert, Thomas Wolfe[7]. Testenioù zo diwar-benn Maupassant o vrabañsal diwar-benn e ampartiz da zorloiñ e galc'h[8].
- Onan soit qui mal y pense, lavar meneget dre fent gant ar romantour gallek Hubert Monteilhet en e romant Les pavés du diable.
- Er romant saoznek Portnoy's Complaint, gant Philip Roth, ez eus kaoz eus masturberezh, ken e fellas da bennadurezhioù Aostralia lakaat berz war al levr.
Levrlennadur
- Philippe Brenot, Éloge de la masturbation, Zulma, 2002. Gant ur c'heriaoueg hag ul levrlennadur berr[9].
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.