Embregerezh korf arzel evit ar merc'hed
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.
Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
- Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.
An embregerezh-korf arzel a zo ur sport diaes a-walc'h hag a c'houlenn un nebeut a amzer evit dont a-benn d'ober troioù kempennet mat ha brav. Ouzhpenn-se e vez ret bezañ aketus-meurbet e-keñver ar surentez, rak ur sport dañjerus eo memestra. E Bro-C'hall, kavet e vez stummoù embregerezh-korf disheñvel an eil diouzh egen : evel an embregerezh-korf arzel evit ar baotred, an embregerezh-korf gant lusk pe c'hoazh an embregerezh-korf gwewr (pe akrobatek). E-pad ur gentel pe ur genstrivadeg e vez implijet 4 greiaj : ar marc'h-dibr, an divvarrenn digompez, an treust hag al leur. Daoust ma'z eo an embregerezh-korf ur sport arzel, arabat ankouaat ez eo ret kaout un nebeut a wevnder, braventez ha mestroniezh en teknikoù.