From Wikipedia, the free encyclopedia
Elizabeth Eleanor Siddal (25 a viz Gouere 1829 e Londrez– 11 a viz C'hwevrer 1862, en hevelep kêr) a oa ur varzhez hag ul livourez saoz eus luskad ar Rakrafaelouriezh. Meur a wech e voe savet he foltred gant livourien al luskad-se.
Unan eus an daou batrom livet ar muiañ gant rakrafaelourien e voe Elizabeth Siddal. Jane Burden eo a oa an hini all. Patrom pennañ Dante Gabriel Rossetti e voe, met livet e voe he foltred gant Walter Deverell, William Holman Hunt ha John Everett Millais ivez.
Dimeziñ a reas da Dante Gabriel Rossetti e fin he buhez.
Elizabeth Eleanor Siddall, anvet diwar-lerc'h he mamm, pe “Lizzie” Siddall, a oa ganet d'ar 25 a viz Gouhere 1829, e ti he zud, 7 Charles Street, Hatton Garden. He zad e oa Charles Crooke Siddall, a lavare bezañ mab da noblañsed, hag he mamm e oa Eleanor Evans, a oa kembreat hec'h anv-tiegezh. Ne oant ket tud paour, hag he zad a oa e penn ur gompagnunezh ober kontilli.
War-dro 1831 ez eas an tiegezh Siddall da chom da Southwark, e kreisteiz kêr Londrez, ul lec'h lousoc'h eget Hatton Garden. E Southwark e voe ganet breudeur ha c'hoarezed Lizzie Sidall: Lydia, mignonez dezhi, Mary, Clara, James ha Henry. N'ouzer ket ha mont a reas Lizzie Siddall d'ar skol met lenn ha skrivañ a ouie, kelennet gant he zud marteze. Abred e tizoloas ar varzhoniezh goude kavout ur varzhoneg gant Alfred Tennyson war un tamm kazetenn lakaet da bakañ amann; diwar se e teuas c'hoant dezhi da skrivañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.