![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/60/Elisha_Cuthbert_in_2009.jpg/640px-Elisha_Cuthbert_in_2009.jpg&w=640&q=50)
Elisha Cuthbert
From Wikipedia, the free encyclopedia
Elisha Ann Cuthbert ganet d'an 30 Du 1982 a zo un aktourez kanadian. Gwelet eo evel ur sex-symbol ha lakaet eo bet war-wel alies evit bezañ unan eus maouezed "flaouchañ" ha "bravañ" ar bed.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/60/Elisha_Cuthbert_in_2009.jpg/320px-Elisha_Cuthbert_in_2009.jpg)
Elisha Cuthbert a zo ganet e Calgary, Alberta, Kanada, merc'h Patricia, ur vaouez menach, ha Kevin, ijinour war ar sevel motorioù. Desavet eo bet Elisha Cuthbert e Greenfield Park e Kebek. Adal he 7 vloaz e ya da vanikin evit an treid (saozneg: foot model) hag evit dilhad bugale. Klask a ra mont war ar renk goude Alyssa Milano en heulienn Charmed, goude ma voe savet cheu etrezi hag ar produiñ. Siwazh a-benn ar fin e chomo he er stirad hag Elisha a vezo rediet da gregiñ gant ar vicher aktourez dre roloù bihan. Ur breur hag ur c'hoar he deus, yaouankoc'h eviti.