From Wikipedia, the free encyclopedia
Elaine of Astolat, pe Ascolat, zo ur plac'h yaouank er romant saoznek Le Morte d'Arthur, gant Thomas Malory, hag a zo e karantez ouzh ar marc'heg Lanselod. Anvet eo ivez Elaine the White hag Elaine the Fair, abalamour d'he blev melen-aour. Bernard of Astolat eo he zad.
Adkemeret eo bet an istor gant Alfred Tennyson div wech: e-barzh e varzhoneg "The Lady of Shallot" e 1833, hag en e gelc'hiad barzhonegoù Idylls of the King en 1859.
Kentañ roud eus mojenn Elaine a gaver er Mort Artu, ur skrid gallek e deroù an XIIIvet kantved : mervel a ra ar plac'h diwar he c'harantez ouzh Lanselod ha diskenn a ra he bag a-hed ur stêr da vetek kêr Camelot.
Un doare all a gaver, eus an XIIIvet kantved ivez, en danevell italianek La Donna di Scalotta, ha honnezh a servijo d'ar barzh saoz Tennyson da skrivañ e varzhoneg "The Lady of Shallot" .
E Le Morte d'Arthur, skrivet er XVvet kantved gant Thomas Malory,e krog istor Elaine pa embann he zad, Bernard of Astolat, e vo aozet un tournamant, ma vo gwelet ar Roue Arthur hag e varc'heion. Lanselod da gentañ ne oa ket en sell da gemer perzh, met graet e vo dezhañ ober ur soñj all ha mont a ra d'ober ur gwel da Bernard hag e zaou vab a-raok an tournamant. Tra m'emañ Lanselot en he ziegezh e krog ar big e skouarn Elaine, ma ped ar marc'heg da zougen he livioù en tournamant. Eñ a respont neuze eo mat dezhañ o dougen, nemet e vo Gwinevar eno ivez, hag e ranko kuzhat e zremm pa en em ganno da virout a vout anavezet ganti. Digant Bernard e c'houlenn ha gallout a ra leuskel e skoed re vrudet gantañ, da gemer unan all diaesoc'h d'anavezout. Bernard a ro e asant, hag a brest dezhañ skoed gwenn Sir Torre, breur Elaine.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.